Degemer mat war lec'hienn KDSK, Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek
Bloavezh mat !
Hetiñ a ra skipailh KDSK ur bloavezh mat deoc'h e 2012.
Keleier KDSK
Trolinennoù
Diskouezadeg livadurioù Nan' - Anne Cadorel adalek an 9 a viz Genver betek an 11 a viz C'hwevrer 2012. Digorlid d'ar Sadorn 14 a viz Genver adal 11e e Yezhoù ha Sevenadur. Pedet oc'h !
Evit klokaat diskouezadeg Anne, e kinnig KDSK un dibab levrioù diwar-benn ar mein, ar mein-hir, ar mougevioù, ar menezioù, …
Bodad-lenn e KDSK, kevelet gant Kentelioù an Noz
- d'ar meurzh 17 a viz Genver, e KDSK (da 7 pe 8 eur noz, da gardanaat) : kejadenn lennegel gant Yann-Fulup Dupuy hag Olier Biguet. Daou levr da lenn : "Par-dibar" savet gant Yann-Fulup Dupuy ha "Dek morian bihan" savet gant Agatha Christie ha troet e brezhoneg gant Olier Biguet.
Diskouezadeg galloudel
Evit kelaouiñ : degemer a ra Yezhoù ha Sevenadur ha KDSK, e savadur St-Ervlan, ur staj brezhoneg "6 miz" etre Here 2011 ha Meurzh 2012. Aozet eo ar staj-mañ gant Skol an Emsav.