Etrezomp e brezhoneg : 1982-1983.
Daveenn : Emglev Bro An Oriant Deiziad embann : 2009 Pajennoù : 354 fajenn Kot : LBR.8(JAF) - Teul Nv. : 10904 Priz : 18 euro Doare : Kronik(où) ; Pennadoù-Skrid Yezh : Brezhoneg ; Brezhoneg Modern Rannyezh : Gwenedeg E-barzh/Staget : Rakskrid ; Notenn(où) ; Levrlennadur(ioù)
E-leizh dre-se a anavan, mar o deus ankouaet o brezhoneg, n'o deus ket ankouaet o chullad. Kaerañ tra a zo bet d'ar bouzelloùier dre-mañ eo bet hounnezh, hed-ha-hed d'an amzerioù, e-raok ma o deus em lakaet an dud d'en em vagiñ get houstouilhigoù mod-kêr a vez graet stal gete. Netra neoazh ne dalv evit an hani bihan ar chulladig bara troc'het munut 'barzh ar c'hafe, pe ar c'hafe ha laezh, pe c'hoazh ur soubenn wenn d'e lein. Hag ar re vras : friant en em gavont àr-lec'h bout skarzhet a loaiadoù harloup ur chudell lan a soubenn lard pe bevin, daoulagad druz. » En ur lenn pennadoù Job Jaffré e c'hello ar re yaouankañ deskiñ e-leizh a draoù. Ar re 'rall, koshikoc'h, a savay soñj dezhe a veur a dra damankouaet gete marse : piv a ra c'hoazh e « chullad » ? Ha neoazh, n'eus ket gwerso e veze lonket, get meur a grennbaotr, e lodenn « chullad » a-raok monet d'ar skol pe da noz, ur wezh daet en-dro d'ar gêr... Hag ar barroù Mae a veze bokedet an tier gete ? Ha Marionig ar Faoued en Alre ? Hag ar Rus-se hag a oa bet boemet an dud dezhañ, e pardon Santez-Anna, dre ma ouie brezhoneg ?... Job Jaffré, lârour kaer, en deus c'hoazh ur bochad traoù da ziviz deomp ! (Hervez an diverradur war gein al levr). |